an dro breizh (tro breiz)
Evit an eil wech em eus kemeret perzh e-barzh ar perhirinaj-se. Eus Gwened betek Kemper ez ae an dud. Dindan ar glav ez oa an darn vrasañ eus an hent. Startoc'h, diaesoc'h ez oa neuze an traoù : n'eo ken aez kerzhout ha koazeal gant ar re all dindan ar glav puilh. Glen e oa an dilhad, an deltennoù ivez; Riv hor boa bet a-benn ar fin met, petra ri, divizet hor boa evel just mont betek ar penn. Setu, laouen pe get, ni hon eus aet war raok, kaset gant lanv an dud. Ma vije bet me va-unan-penn em bije dilezet diouzhtu met souezhus ez eo gwelout penaos efedus eo nerzh ur strollad : pa vezer e barzh e kendalc'her.
- Piv a oa ?
a bep seurt tud. Tud yaouank, tud koz, tud dimezet, tud dizemez, tud kreñv, tud dinerzh, gwazed, maouezed, tud boaz ganto mont da vale, tud hep skiant-prenet war an dachenn-se, kristenien, tudoù ar feiz kollet ganto. Aze emañ pinvidigezh an dro Breizh d'am soñj: bezañ ul lec'h, un digarez da veskañ an dud, ober darempredoù, kaozeal kalz pe nebeut gant tud dishenvel, tud ne vo ket tu da gejañ ganto er gevredigezh a vremañ.
- Perak 'ta ?
E gwirionez ez eus un dra heñvel evit tout an dud : ar c'hlask. Tudoù a glask roudoù hon hendadoù war an hent, tudoù a glask bevañ tostoc'h ouzh an Doue, tudoù a glask bevañ evit ur wech gant ar re all, tudoù a glask diskouez d'ar re all pegen pouezhus ez eo evito ar banniel gwenn ha du ha me oar me. Ar perhirinaj, dre nerzh toud an dud o kerzhout, a zo un doare da gavout pe d'en em dostaat ouzh ar pezh a vez klasket. Ur seurt burzhud eo e gwirionez. Evidon me, dre skouer, bezañ gouest da vale e-pad 187 km gant 1500 den bennak, pa vezan boaz da vezañ me va-unan penn dirak ar skinwell pe dirak skramm va urzhiataer, a zo souezhus tre, burzhudus un tammik neuze.
- Penaos e oa ?

Start e oa, me a lavar dit !

digg it
del.icio.us
Neuze afo an dro breizh 2009 eus kemper betek Saint-Pol-de-Léon.
A galon
Fulup
fulup | 2008-08-05 - 22:13:33 GMT 1 #
Gourc'hemennoù dit evit bout kerzhet etre Gwened ha Kemper !
Joa
Christian Le Meut
christian | 2008-10-08 - 21:40:23 GMT 1 #