Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Gast, va blog nevez
Gast, va blog nevez

26/06/2007 GMT 1

Ur blog ! perak ?

me-va-unan @ 18:46

Ur blog ! Perak ?

E gwirionez e kavan n'eo ket mat ober gant ar blogoù. Re a vlogoù zo dija d'am sonj. Evel just ez eus blogoù a feson hag a dalv ar boan : dre skouer hini Christian Le Meut. Met ne gomzan ket diouto : kaozeal a ran amañ eus ar blogoù boutin a welan pep lec'h. Tudoù o kaozeal eus ar pezh zo c'hoarvezet ganto e-pad an dervezh ha setu tout. A wechoù eo dedennus pe fentus memestra met dre-vras e kavan enno ur pennad-skrid dedennus evit meur a hini goullo-mik.
Soñjal a ran e vefe gwelloc'h ma vefe graet muioc'h gant an dud gant ar foromoù eget gant ar blogoù. E-barzh ur forum bennak ez eus tu da gemer kalz a mennozioù war ar memes tro. Evit kemer kement a mennozioù e vo ret deomp lenn n'ouzon ket ped a vlogoù : koll amzer evel-just.
Met petra ri ! Tout a dud zo laouen da grouiñ un dra bennak o-unan penn : leuskel ur roud bennak, "bezañ" m'ho peus c'hoant. Anzav a ran ez on evel a re all. Setu perak ez eo bet savet ganin ar blog-mañ. Spi am eus em bo un dra bennak dedennus da gontañ ur wech an amzer.
Ken@vo.
Notennoù

Un notenn »

  1. Salut
    ha mersi bras evit ar pezh peus skrivet a ziar-benn Rezore. Ur blog eo, sur awalc'h, met ivez ur sort media bihan, dalc'het genin. Kalz blogoù a zo, sur eo; me, heulian a ran un nebeut anezhe, dibabet genin (a-fed ar brezhoneg, ar yezhoù, an natur, ar mediaioù, ar bolitikerezh, ar justis, al lennegezh...); met ar blogoù se a vez dalc'het, ha maget, get tud barrek, tud a vicher. Anat eo : tapout a ra amzer mont da foetan ar skramm (pe bro ar skramm), met danvez a zo memestra.
    Kenavo ha kalon vat deoc'h
    Christian

    Christian | 2007-09-18 - 13:22:53 GMT 1 #

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust