Ur pennad skrid eus an oberenn savet gant Jules Lequier (troet ganin-me)
Un eur eus ar yaouankiz ne ankounach'er morse : hini ma vez an evezh o vont da soñjal kreñv en ur sonj, en ene o fiñval, a-wechoù en un doare boutin, a zigor deomp, dre ur skleradenn dic'hortoz, soñjoù pinvidik ar bed ennomp : ehanet e voe ar c'hoari diouzhtu ma voe deuet poent da brederiañ hag, hep skoazell, e klaskjod ober an dra-se evit ar wech kentañ.
Un devezh, e liorzh va zad, e poent kemer un delienn fav, e voen bamet diouzhtu oc'h en em santout mestr nemetañ an ober-se, forzh pegen disterik e oa. Ober pe disober !
Gallout a ran ober an daou dra-se kement an eil hag egile ! Un hevelep abeg ; me, gouest d'ar memes koulz, evel pa vijen daou, d'ober daou dra enebet an eil ouzh egile. Ha, dre an eil pe dre an egile, graet ganin un dra bennak peurbadus, rak forzh petra am boa dibabet, e vije diwar neuze, gwir da viken e vije emgavet e poent-se eus ar badelezh ar pezh a oa plijet din da zivizout. Re souezhet e oan; pellaat a raen; dont a raen en-dro, va c'halon a lamme a daolioù prim. Mont a raen da lakaat va zorn war ar skourr ha d'ober a-feiz vat, hep gouzout, ur c'hiz da vezañ, pa saven va zaoulagad hag e chomen a-sav abalamour d'un tammig trouz deuet eus ar skourroù. Aon am boa graet d'ul labous nije kuit. Nijal kuit a oa en em zistrujañ : ur sparfell a oa o nijal, a grogas ennañ. Me va-unan an hini am eus kaset anezhañ, a sonjen gant tristidigezh : ar froudenn deuet din em fenn hag he deus graet din stekiñ ar skourr se, ha ne ket eben, a zo bet kaoz e varo. Da c'houde, e yezh va oad ( ar yezh inosant ne gavan ket em eñvor ) e kendalc'hen : evel-se e oa chadennet an traoù. An dud ne gavont ket pouezus un ober adal ma ne vez gwelet gant den ebet, ha n'eo nemet dre forzh dic'houzout e teu a-benn an dud da vezañ disoursi. Piv a oar ar pezh a zivizo ar c'hentañ fiñv emaon o vont d'ober em buhez da zont.