Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Gast, va blog nevez
Gast, va blog nevez

10/04/2009 GMT 1

stourm IUT Lannuon

me-va-unan @ 22:38

Ul lec'hienn dedennus tre, graet gant ur studier, a ziskouez deomp pegen chalet ez eo an dud gant raktres ar gouarnamant.




al lec'hienn

30/11/2008 GMT 1

ar ganaouenn-mañ 'blij din-me

me-va-unan @ 10:13

gortozit 'ta tudoù

klask a ran lakaat ar "c'hlip" e-barzh ...  kanet gant Soha, ur sapre franjolenn me a lar' dit.

03/10/2008 GMT 1

gant ar vezh

me-va-unan @ 19:26

ne oa ket tu kavaout arc'hant evit an RSA. Ar pennoù braz a lavare deomp e oa ret dezho ober o seizh gwellañ evit kavout an arc'hant. 

1500 000 000 € gant mil boan (toud an dud a glaske penaos ober)

Ha bremañ, petra a selaouan ? kavet o deus e-pad un nozvezh arc'hant evit saveteieñ ur bank 

3000 000 000 € hep kudenn ebet 

 

souezhus neketa ? 

an dro breizh (tro breiz)

me-va-unan @ 13:25

Evit an eil wech em eus kemeret perzh e-barzh ar perhirinaj-se. Eus Gwened betek Kemper ez ae an dud. Dindan ar glav ez oa an darn vrasañ eus an hent. Startoc'h, diaesoc'h ez oa neuze an traoù : n'eo ken aez kerzhout ha koazeal gant ar re all dindan ar  glav puilh.  Glen e oa an dilhad, an deltennoù ivez; Riv hor boa bet a-benn ar fin met, petra ri, divizet hor boa evel just mont betek ar penn. Setu, laouen pe get, ni hon eus aet war raok, kaset gant lanv an dud. Ma vije bet me va-unan-penn em bije dilezet diouzhtu met souezhus ez eo gwelout penaos efedus eo nerzh ur strollad : pa vezer e barzh e kendalc'her.

- Piv a oa ?

a bep seurt tud. Tud yaouank, tud koz, tud dimezet, tud dizemez, tud kreñv, tud dinerzh, gwazed, maouezed, tud boaz ganto mont da vale, tud hep skiant-prenet war an dachenn-se, kristenien, tudoù ar feiz kollet ganto.  Aze emañ pinvidigezh an dro Breizh  d'am soñj: bezañ ul lec'h, un digarez da veskañ an dud, ober darempredoù, kaozeal kalz pe nebeut gant tud dishenvel, tud ne vo ket tu da gejañ ganto er gevredigezh a vremañ.

- Perak 'ta ?

E gwirionez ez eus un dra heñvel evit tout an dud : ar c'hlask. Tudoù a glask roudoù hon hendadoù war an hent, tudoù a glask bevañ tostoc'h ouzh an Doue, tudoù a glask bevañ evit ur wech gant ar re all, tudoù a glask diskouez d'ar re all pegen pouezhus ez eo evito ar banniel gwenn ha du ha me oar me. Ar perhirinaj, dre nerzh toud an dud o kerzhout, a zo un doare da gavout pe d'en em dostaat ouzh ar pezh a vez klasket. Ur seurt burzhud eo e gwirionez. Evidon me, dre skouer, bezañ gouest da vale e-pad 187 km gant 1500 den bennak, pa vezan boaz da vezañ me va-unan penn dirak ar skinwell pe dirak skramm va urzhiataer, a zo souezhus tre, burzhudus un tammik neuze.

- Penaos e oa ?

tro breizh

Start e oa, me a lavar dit !

17/06/2008 GMT 1

Nann

me-va-unan @ 20:44

Un taol-esae !

08/09/2007 GMT 1

klask a reomp evit ar radio ...

me-va-unan @ 23:42

MALLUS

Tudoù kaez,
klask a ra RADIO ACTIV', FM, 101.9, ar radio nevez flamm eus Sant Brieg, unan hag a vefe barrek ha laouen evit ober un abadenn sizhuniek e brezhoneg penn da benn. Diouzh an noz e vo. 1 eur bep sizhun neuze, hag adskignet e vo an abadenn d'ar sadorn.
Digor tre ez eo an traoù : bez e vo tu kaozeal diwar benn ar pezh a blij d'an hini a raio war-dro, da lavarout eo diwar benn sonerezh, yezhadur, istorioù fentus ha me oar me.
Bez e vo tu neuze klevout yezh ar vro e Sant Brieg ivez. Gast, un dra vat e vefe evel-just !
E kenver an teknik ne vo kudenn ebet : un den a vicher a vo ganeoc'h c'whi evit ho skozellañ.

Gallout a rit mont e darempred gant ar greizenn Abherve evit kaout titouroù pe gant tud eus Radio activ'.
Kreizenn Abherve
Radio activ' 101.9 FM

Tro Breiz(h) pennad-skrid 3

me-va-unan @ 20:34

Dizoloet em eus ar bed met an dra-se n'eo ket ar pep pouezusañ.
Ar pep pouezusañ ez eo mont e darempred gant ar re all hag an Tro breiz(h) a zo un dra beurvat evit an dra-se. A-hed an hent ez eus tu toullañ kaoz gant ar re all en ur gerzhout trankillik. Amañ emañ ar pep pouesusañ.
Bet em eus tu ivez da gaozeal e brezhoneg gant den-mañ den. E kenver ar brezhoneg ez eo mat ivez an Tro Breiz(h).

28/07/2007 GMT 1

tro Breiz(h) pennad-skrid 2

me-va-unan @ 16:31

Lavaret am boa e oa an "tro breiz" un tu evit troc'hin gant ar bevezin.

Marteze med red eo din anzav em eus prenet traoù evit an dra-se memestra.
Da gentañ tout, ha penaos ober a-hend-all, un deltenn (un deltenn vurzhudus e gwirionez; bez ez eus tu dispakañ anezhi e div eilenn), ha da c'houde un sac'h-kousk hag un dra bennak da lakaat a-zindan.
N'eo ket tout evel just prientiñ an traoù evit ar c'housk : Kerzhout ez eo ar pal. Prenet em eus neuze ur re votoù-lêr ispisial ha loeroù tev evit mont ganto. Prenet em eus ivez Akileine (evit mirout fresk an daoudroad), Biafine (pa vezer devet gant an heol), un dra a-enep an taolioù-heol (Avene 50+ mar plij), un dra ispisial ivez e-kenver ar chlogorennoù (Compeed ez eo e anv). Prenet ivez ur gasketenn a-feson, arouez Breizh warni. Ha setu tout emezit c'hwi ? n'eo ket, prenet em eus ivez bragoù ispisial (lijer ha mat dindan ar glav), ur chupenn ivez (memes afer), ur stamm (polaire e vez graet anezhañ) evit an abadennoù noz ha me oar me. Un dra ivez evit evañ hep chom a-sav : an dra-mañ zo er sac'h-kein ha bez ez eus ur gorzenn blastik da gas an dour betek teod ar c'hristen. Gast ! Barrek bremañ evit kregiñ ganti hag ankounac'haat ur vuhez a dremen alies eus ur gourmarc'had betek ur gourmarc'had all.
Evel-just ivez un tamm arc'hant evit bezañ er jeu (75 €), evit ar pred (165 €) hag ivez evit ar c'harr-boutin 45 € (eus St Brieg, e-lec'h m'emaon o chom, betek Dol hag ivez evit an distro Gwened-st Brieg)
Evit ar poent em eus enoret Sant Dekatlon nemetken ! met n'eo ket echu.

20/07/2007 GMT 1

Tro Breiz(h)

me-va-unan @ 20:13
Marteze e rin an Tro Breiz(h) e-pad an hañv : da lavarout eo mont eus Dol beteg Gwened war droad . Kalz a dud a ra an dra-se met perak ta ?
  • mont e darempred gant ar re all
  • kerzhout (Karr-tan ebet evit ur wech)
  • dizoleiñ ar bed en un doare divoutin ( henchoù dizarempred)
  • lakaat an identelezh vreizhat da vevañ
  • enoriñ ar sent
  • kavout ar garantez (perak pas ?)
  • adkavout roudoù hon hendadoù dre ur veaj graet ganto gwechall
  • dilezel mui pe vui ar beveziñ

hag all
e gwirionez kement a abeg ha kement a dud ...Komz a rin diwar va beaj neuze.

26/06/2007 GMT 1

Ur blog ! perak ?

me-va-unan @ 18:46

Ur blog ! Perak ?

E gwirionez e kavan n'eo ket mat ober gant ar blogoù. Re a vlogoù zo dija d'am sonj. Evel just ez eus blogoù a feson hag a dalv ar boan : dre skouer hini Christian Le Meut. Met ne gomzan ket diouto : kaozeal a ran amañ eus ar blogoù boutin a welan pep lec'h. Tudoù o kaozeal eus ar pezh zo c'hoarvezet ganto e-pad an dervezh ha setu tout. A wechoù eo dedennus pe fentus memestra met dre-vras e kavan enno ur pennad-skrid dedennus evit meur a hini goullo-mik.
Soñjal a ran e vefe gwelloc'h ma vefe graet muioc'h gant an dud gant ar foromoù eget gant ar blogoù. E-barzh ur forum bennak ez eus tu da gemer kalz a mennozioù war ar memes tro. Evit kemer kement a mennozioù e vo ret deomp lenn n'ouzon ket ped a vlogoù : koll amzer evel-just.
Met petra ri ! Tout a dud zo laouen da grouiñ un dra bennak o-unan penn : leuskel ur roud bennak, "bezañ" m'ho peus c'hoant. Anzav a ran ez on evel a re all. Setu perak ez eo bet savet ganin ar blog-mañ. Spi am eus em bo un dra bennak dedennus da gontañ ur wech an amzer.
Ken@vo.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust